11
Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar. Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv. Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv. Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se. Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar. Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea. An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di! Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ. 11 Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ. 12 E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet. 13 Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked. 14 Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv. 15 Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout. 16 Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz. 17 Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh. 18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem, 19 ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur. 20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr. 21 Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 22 Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit. 23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv. 24 Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ. 25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv. 26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? 27 Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed. 28 P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout. 29 Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout. 30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ. 31 Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez. 32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet; 34 neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. 35 Jezuz en em lakaas da ouelañ. 36 War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. 37 Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ? 38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ. 39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo. 40 Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue? 41 Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet. 42 Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset. 43 P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! 44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont. 45 Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ. 46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet. 47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. 48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl. 49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; 50 ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? 51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; 52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez. 53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv. 54 Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien. 55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat. 56 Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel? 57 Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.