Jean
1
Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. Er penn-kentañ e oa gant Doue. An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet heptañ. Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue. Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn. Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed. 10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantañ; met ar bed n'en deus ket e anavezet. 11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret. 12 Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv, 13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue. 14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad. 15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon. 16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras. 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. 18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout. 19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te? 20 Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist. 21 Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann. 22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? 23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia. 24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed. 25 Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed? 26 Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ. 27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. 28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann. 29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed. 30 Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 31 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel. 32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ. 33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue. 35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien, 36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue. 37 An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz. 38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez? 39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa. 40 Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz. 41 Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet). 42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr). 43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon. 44 Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr. 45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared. 46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel. 47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad, ha n'eus ket a droidell ennañ. 48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout. 49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ. 51 Lavarout a reas ivez dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vremañ c'hwi a welo an neñv digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.